Marcus Aurelius

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Marcus Aurelius, delwenn er British Museum e Londrez.

Marcus Aurelius, pe Mark Aorel (distagañ Margaourel), pe c'hoazh Markus Aorelianus (121-180) zo ur prederour stoikour, hag un impalaer roman hag a renas adalek 161 betek e varv e 180.

Meur a stumm zo d'e anv: Marcus Annius Verus (pe Marcus Catilius Severus er penn-kentañ), ha kemer a reas an anv Marcus Ælius Aurelius Verus, goude ma oa advabet gant an impalaer Antoninus an Deol. Evel impalaer e c'houlennas bezañ anvet Caesar Marcus Aurelius Antoninus Augustus. Meur a zen a voe anvet Marcus Aurelius.

Meulet e oa e furnez hag e vuhezegezh gant istorourien e amzer. Ul levr, skrivet e gresianeg, en deus laaosket : Τὰ εἰς ἑαυτόν, Ta eis heauton, da lârout eo, ger evit ger, "Evitañ e-unan", a gaver aliesañ dindan an titl Prederiadennoù.